Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/550

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



   Pa diskenne ar c’horf d’ann traon,
’Hee hi breur-kaer gant ann diaoulo ;
Pa oa hi laket bars ar c’harr,
’Hee dirag ’nn holl gant ar Gounnar !


Kanet gant ur vaouez a baroz Ploulec’h,
Tost d’ar Goz-Gueodet. — 1849.


________



ERVOANIK AL LINTIER.
GWES KENTA.
________


I


   Malloz ar stered hag al loar,
Ann heaul, pa bar war ann douar,
Malloz ar gliz a gouez d’ann traon,
A roan-me d’al les-vammo ;

   A roan-me d’al les-vammo,
Waz int er vro wit ann Anko ;
Ann Anko, n’ ra nemet laza,
Ar re-ze, ’laka distruja !


II


   Me ’oa ’r bugelik maget mad,
P’arruas les-vamm ’n ti ma zad ;
P’arruas les-vamm ’n ti ma zad,
A-c’houde n’am boe buhez-vad.

   Pa vije, ma mamm ma zad gant ho fred,
Me vije dre ’r prennestr o sellet ;
Me vije dre ’r prennestr o sellet,
Pe dreg ho c’hein ’n tu bennaket.

   Pa vije debret ho fred gant-he,
Vije laret d’in mont en ti iwe ;
Vije laret d’in monet en ti,
Ha taolet ’n askorn bennag d’in :

   Ha taolet ’n askorn bennag d’in,
Pe un tam paillenn da debri.
Me a iee neuze ’n em oela
Da di ma mageres da breja.