Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/528

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   — Ma mabik paour en em dalc’het,
Holl dut ho ti a waldretet ;
Holl dut ho ti a waldretet,
Ober kalz glac’har d’ho priet ! —

   — Ma mamm, ’me-z-han, en em dennet,
Rag ho skeï na c’houlennan ket ;
Me eo ann hini a sonj d’in,
A dle lakad urz ’bars ma zi. —

   — Ma mab, me am euz ho ganet,
’Tre ma daou gostez ho touget,
N’ho poa gret d’in kement a boan,
Ma mab, evel ma ret breman ! —

   — Ma mamm ’me-z-han, en em dennet,
Rag ho skeï na c’houlennann ket ;
Me eo ann hini, a sonj d’in,
A dle lakad urz-vad em zi.

   Paotred ma marchosi ’zo friand,
Ha ma groeg a zo c’hoaz iaouank ;
Radegonda a zo iaouank,
Ouspenn, ’lareur ’z eo variant. —


VI


   Hag ar Markiz a lavare
Da he bried, en nozwez-se :
— Ma fried, en em breparet
Da gambr ann dourel da gousket ;

   Da gousket ’n kambr ann dourel-wenn,
Me iel’ iwe brema soudenn. —
Ar Varkizes, pa deuz klewet
Mont d’ gambr ann dourel da gousket,

   (Kustum da vonet na ’z oa ket),
Da gimiadi ’zo em laket :
— Adieu ’me-z-hi, holl dut ma zi,
Adieu paotred ar marchosi ;

   Adieu d’ac’h ma bugale gez,
Adieu d’ac’h, ma diou vageres !
Dalet, gouarneres, ’n alc’houezou,
Bezet ewez euz ma madou ;

   Bezet ewez euz ma madou,
Ha dreist-holl ma bugaligou ;
Gret ober mad d’am bugale,
A vo minored kent ann de !… —

   ’N aotro ’r Markiz a lavare
Na d’he bried, en nozwez-se :
— Ma fried, en em diwisket,
En noaz am euz c’hoant ho klewet. —