Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/522

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


II


   Radegonda ’bede Doue
Ewit hi friet, noz-ha-de,
Ewit ma vije-han miret……
Allas, siouas ! ha na ’z eo ket !

   Un de pa oa en hi fedenn,
A tigass Doue un el gwenn,
Hag a lavar d’ez-hi ’vel-henn :
— Radegond, chanjet a bedenn ;

   Pedet ewit hen delivran,
En tan ar purgator eman ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Radegonda, ’vel ma klewas,
A gouezas hag a fatikas ;
A zo kouezet ha fatiket,
Ann el gwenn ’n euz hi goureet.

   Neuze a kommer hi c’himiad,
Digant hi mamm, digant hi zad ;
Digant hi mamm, digant hi zad,
Balamour da respet ni mab.

   Dont a ra ’darre da Rohan,
(’Vel ma ’z oa manet hi unan,)
Da gondu modest hi c’hanvou,
Ha da skuill kourant hi daerou.

   Ur bloavez antier ez eo bet,
Biskoaz a oela n’eo tawet ;
Biskoaz na dawas a oela,
Gant keun d’ar priet a defoa.

   Dont ’ra d’hi darempred arre
Tud-jenntil vraz a galite,
Den puissant markiz Degange,
Un den doujet bars ar c’hontre.

   Hag hi, gant ann aoun hen fachan,
A lar bout kontant an-ezhan ;
Gant aoun da gaout he fachiri,
Konsant ’ra ’darre dimizi.

   Selebret a oa ann eured,
Gant kalz a joa hag a respet ;
Kasset da gastell Degange,
Lec’h ma finiso hi huhe.

   Ar c’houlz-se dimeuz a amzer
’Oa ur brezell kontinuel,
Ma renk arre mont d’ann arme,
Allas ! he gark hen goulenne…