Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/512

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



IV


   ’N intanves paour a lavare,
Ebars ar ger pa arrue :
— Ma merc’h na vo ket liennet,
Ken-neubeud iwe archedet :

   Ken-neubeud iwe archedet,
Approuv ann doktor ’vezo red…… —
’N doktor medesinn a lare
D’ann intanves paour, en de-se :

   — Piou eo ar vamm ’ouzomp er-vad,
Med n’ouzomp ket piou eo ann tad ! —
Baron ar C’hoad a oa en ti,
Deut da welet hi digori :

   — Piou eo ar vamm a ouzoc’h mad,
Me ’oar iwe piou eo ann tad.
Birwikenn hini n’eureujan,
Balamour d’ac’h-c’hui, Ivona ! —


Kanet gant Marie-Job Kerival, Kerarborn, 1848.


________


BARON AR C’HOAD
HAG IVONA ANN HAMON.


EIL GWES.
________


I


   Baron ar C’hoad a c’houlenne
Na dre he gambr pa bazee :
— Piou eo ar baïsantes-se,
’Dremenn ker mistr war ar pave ?

   Me garie, ’wit ’n doubl pistolet
A vije ganin o kousket ! —
— Ma mestr ho toubl-pistolet d’in,
Ha me ielo da gomz gant-hi :

   Demad d’ac’h-c’hui, Ivonaïk ! —
— Ha d’ac’h iwe ’ me-z-hi, pajik ! —
— Laret zo d’ac’h, Ivona goant,
Donet gant ma aotro d’he gambr. —