Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/498

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   — Ma zadik paour, mar am c’haret,
Kent wit ma bugel am lazfet ;
Ma lazet kent wit ma bugel,
N’ vo ket red d’in diou-wes merwel !

   Met, tadik paour, mar am lazet,
Kent bars ma bugel a krogfet ;
Grit d’in ’vel ma karfet neuze,
’Vel un tad mad d’he vugale ! —

   Mezarnou koz a lavare,
Bars ar bugel paour pa groge :
— Gaou lar ma daoulagad ho daou,
Pe ’z out henvel euz Mezarnou ! —

   N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Ann tan artifiz ’zo kroget ;
Ann tan artifiz ’zo kroget,
Ar Gerdadraon a zo dewet !

   Ar benheres a lavare
D’hi zad Mezarnou ann de-se :
— Aotro Doue ! petra ’ vo gret ?
Ar Gerdadraon a zo dewet !

   — Tawet, ma merc’h, na oelet ket,
Ar Gerdadraon a vo zavet ;
Ar Gerdadraon a vo zavet,
Hag en mein-glaz kudon toët ;

   Ha pa deuï ann heaul da bara,
’Vel arc’hant teuïo da vrilla ;
’Vel arc’hant ’teuïo da vrilla
Gant ann heaul sklezr o lugerna. —

   ’N aotro Kerdadraon a laraz
D’he dad-kaer Mezarnou, p’hen klewaz :
— Ar Gerdadraon a vo zavet,
Aotro Mezarnou, hep ho kavet.

   Gwell wit ho merc’h a Vezarnou
’Zo bet itron en Kerdadraon ;
Ar verc’h-henan a Gerouspi
’Zo bet itron kent ewit-hi ! —


Kanet gant Garandel, leshanwet Kompagnon-Dall.
Keramborgne, 1845


____________