Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/496

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   — Penheres, dimezomp hon daou,
Ha lezet ma breur Kerdadraon. —
— N’ larann ket n’och ket ma mignon,
Met Kerdadraon ’n euz ma c’halon.

   Pa venn em hinviz diwisket,
Ha Kerdadraon en be rochet,
Ar pognard-noaz vont em c’halon,
Kerdadraon eo ma gwir vignon ! —


II


   Ar benherezik ’c’houlenne,
Euz hi mageres, un dez oe :
— Ma mageres, lavaret d’in,
Hag eo poent d’in-me dimizi ? —

   — Penheres, dimet pa garrfet,
Chui n’ho euz bloaz nemet seitek ;
Hogenn kent wit ma timezfet,
Lizer d’ho tad a vo kasset. —

   — Ma mageres, mar am c’haret,
Lizer d’am zad na gasfet ket ;
Lizer d’am zad na gasfet ket,
Ken ’vinn dimet hag eureujet ;

   Ken ’vinn dimet hag eureujet,
Et d’ Gerdadraon gant ma friet. —
Ar vageres a lavare
D’ar benherezik en de-se :

   — Bet drouk gant ann nep a garo,
Lizer d’ Vezarnou me gasso,
Rag m’hen goar mad ez on manket,
En riskl da veza distrujet. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . .


III


   Et eo Mezarnou da Baris,
Da gerc’had un tan artifiz,
Na wit dewin ar Gerdadraon,
Hag ’r benheres a Vezarnou……

   Ar benherezik a lare,
A brennestr hi c’hambr, un dez oe :
— Ma well levrenn m’ zad en ale,
Ar wes-ma kolfomp hon buhe !

   Ma fried paour, en em guzet,
A-walc’h eo d’in-me bout lazet ! —
Ar benherezik a lare
D’hi zad Mezarnou en de-se :