Da Janet ’r Wern na blijent ket,
Eudann hi zreid ho deuz mac’het.
Ann Aerouant a lavare,
’N ti ar Wern koz pa arrue :
— Roët d’in skabel d’azeza,
Mar ben-me mab-kaër en ti-ma. —
— Mab-kaër en ti-ma n’ vefet ket,
Gwennou-daoulagad n’oc’h euz ket ;
Gwennou-daoulagad n’oc’h euz ket,
Ho treid a zo ’vel re kezek ! —
— Drouk ha mad gant neb a garo,
Mab-kaër en ti-ma me vezo ;
Pa ve ma zreid ’vel re ur c’hi,
Ho merc’h Janedik a zo d’in. —
— Ma merc’h Janedik n’ho po ket,
Rag ma c’honje vo red kavet. —
— Gant ul lom goad ma biz-bihan,
’M euz gret kontrad oud-hi d’ viken ! —
Kriz ’vije ’r galon na oelje,
’N ti ar Wern koz neb a vije,
’Welet ’n dut a eured douget,
Hag ar wroeg iaouank o kerzet ;
Hag ar wroeg iaouank o kerzet,
Hi inkane n’ hi gouzanv ket.
— Taolet-hi d’in war lost ma marc’h,
He-man hi gouzanvo a-walc’h ! —
Ac’hane neuze n’oe gwelet,
Ken oe oc’h antren er vered.
Dre ma tostaë d’ann iliz,
Hi oa ken kaër ha fourdeliz ;
Pa dro hi bizaj d’ann aoter,
Hi ’zo ken kaër hag ar bleun per ;
Pa droë hi c’hein d’ann aoter,
Ez ie du evel Lusufer !
’N aotro ar person a lare
Da Janet ’r Wern eno neuze :
— Janet ar Wern, d’in-me laret,
Ur pec’het bennag ’c’h euz nac’het ? —