Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/440

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


III


   Janet ar Marec a lare
’N ti ar Bihan-koz p’arrue :
— Roït d’in skabel d’azeza,
Mar bean kegineres ama ;

   Mar bean aman kegineres,
Lec’h ma tlefenn beza mestres ! —
C’hoar ar belek a lavaraz
Da Janedik, ’vel m’hi c’hlewaz :

   — Kegineres ama n’ vefet ket,
’R penn uhellan ’nn daol a vefet ;
’R penn uhellan ’nn daol a vefet,
Ha viz-a-viz d’am breur-belek. —

   Ar c’hennta banne ’ziskennaz,
Da Janedik a lavaraz :
— D’ho iec’het, plac’hik diaviz,
Dont da garet ’n den-a-iliz ! —

   Ann eil banne a ziskennaz,
Memeuz tra d’ez-hi a laraz ;
Memeuz tra d’ez-hi ’n euz laret,
Janet ar Marec ’zo zemplet.

   Janet ar Marec a lare
D’ar gompagnunes, pa divalle :
— Kompagnunes, ma iskuzet,
Deut ’on d’ober mez ar banket !

   Ma iskuzet, kompagnunes,
Deut ’ on d’ober mez ann dewez !
Seiz servijer kloarek ’m euz bet,
Belek ar Bihan ann eizvet ;

   Belek ’r Bihan, ann diweza,
Laka ma c’halon da ranna !……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


VI


   Janet ar Marec a lare
Da zakrist Gaudri, un dez oe :
— Laret d’ velek ’r Bihan dont aman,
Digass an traou-nouenn gant-han ;

   Digass gant-han ann traou-nouenn,
Ez on war ar poent da dremenn. —
Zakrist Gaudri n’euz ket zentet,
D’ velek ’r Bihan n’euz ket laret ;

   D’ velek ’r Bihan n’euz ket laret,
Janet ar Marec zo marwet !……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .