Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/438

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



II


   Janet ar Marec a lare
En bered Gaudri p’arrue :
— Groagez ha merc’hed, d’in laret
Hag ann ofern ’zo komanset ? —

   — N’eo komanset nag achuët,
N’hell ket ar belek hi laret ;
N’hell ket ar belek hi laret,
Pa sonj en Janet ar Marec. —

   Janet ’r Marec, pa deuz klewet,
Bars ann iliz ’zo antreet ;
Bars ann iliz eo antreet,
Euz ar balustro daoulinet.

   P’oa ’r belek ’c’h ober tro ’nn iliz
’Chache Janet war he surpliz,
’Wit gwelet hag hen zistroje
D’ laret adieu d’he garante.

   ’Gichenn marchepi d’ann or-dal,
Kleweur ho c’halonou ’strakal,
Ken a c’houlenne ar c’hure
A koad ann iliz a strake ?

   A koad ann iliz a strake ?
Ma oa kalon Janet a ree !
Ken a lare hi holl broïz
’Oa ur plac’hik gwall-diaviz ;

   Oa ur plac’hik gwall-diaviz
Bout sot gant un den a iliz !
Belek ar Bihan a lare
Da zakrist Gaudri en de-se :

   — Kasset Janet ’meaz ann iliz,
Wit ma larinn ar zakrifiz,
Rag me n’on ket wit hi laret,
Pa zellann euz Janet ’r Marec. —

   Belek ar Bihan a lare
Da Janet ’r Marec en de-se :
— Tawet, Janet, na oelet ket,
Ur banket-kaer a zo aozet ;

   Ur banket-kaer a zo aozet,
Evel ur banket a eured ;
Evel ur banket a eured,
Er penn uhellan a vefet. —