Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/428

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Ar Iudek koz a lavaras
D’ Fulup Ollier, p’hen klewas :
Petra ’glaskes war-dro d’am zi,
Mar na c’houlennes ket dimi ? —

   — Iudek koz, ho pedi a rann,
Da donet d’am ofern gentann,
Ha dont muia ma vo gallet,
Met ho merc’h Janet na deui ket. —

   Janedik ’r Iudek a laras,
D’ Fulup Ollier, p’hen klewas : —
— Bet-drouk gant ann nep a garo,
D’ho ofern genta me ’ielo ;

   D’ho ofern genta me ielo,
Ha pewar fistol a brofo ;
Pewar fistol me a brofo,
Hag un douzenn mouchouero. —


III


   Janedik ’r Iudek a lare,
En bered ar Vur p’arrue : —
— Kompagnunes, d’in-me laret,
Ann ofern nevez zo laret ? —

   Ann ofern newez n’eo ket bet,
N’eo ket ’r belek ouit hi laret,
Gant keun d’ vraoa plac’h ar vro-man,
M’eo d’ec’h, Janedik, a gredan. —

   Fulup Ollier ’ tro ’nn asperges,
A Krog Janet en he surplis :
— Fulup Ollier, distreit ouzinn,
Pec’het ho euz, balamour d’inn !

   Mamm Fulup Ollier lare
Da Janet ’r Iudek, en de-se ;
— Janet ’r Iudek savet ho penn,
C’hui welo Jesuz ’n oferenn ;

   C’hui welo Jesuz presantet
Tre daoudorn ho muia karet… —
A-gichenn ’nn aoter d’ann or-dal,
Oe klewet kalon Janet ’strakal.

   Un’ ar c’hureed ’c’houlenne :
— A koad ’nn iliz ’ strak er giz-se ? —
— Salv-ho-kraz, aotro, na eo ket,
Janet ’r Iudek zo fatiket ! —