Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/410

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   — Ma friedik, mar am c’haret,
Kasset ho paotr da Sant-Briek,
A-c’hane ’teui da Sant-Ervoan, [1]
Hennes am delivro a boan. —


IV


   — Pajik, pajik, ma faj bihan,
Petra ’n euz laret sant Ervoan ? —
— Sant Ervoan hen euz laret d’in
E vije red hi digori ;

   Laket ’r vill arc’hant ’n hi geno
Hag ann aotenn ’n hi c’hoste deho ;
Hag ann aotenn ’n hi c’hoste deho,
’Kavfet ur mabik hag hen beo. —

   — N’ lakaï den kontant ma speret,
Pa na ret-c’hui ket ma friet ;
N’ lakaï den kontant ma c’halon,
Nemet ma breur, eskop Leon.

   Ma friet, skrivet ul lizer
Da eskop Leon ’ dont d’ar ger ;
Laket war ’n-ez-han war un dro
Digass medesinn war ma zro ;

   Digass medesinn war ma zro,
Gwell ’ve koll unan ’wit koll daou ;
Gwell ’ve koll unan badezet
Ewit un all ha na ve ket !

   Ma friet paour, mar am c’haret,
Ganin d’ar vratel a teufet ;
Ganin d’ar vratel a teufet,
’Wit ma zestamant ’ vezo gret. —

   Bars ar vratel pa ’z eo digwet,
Ur bouket d’ez-han d’euz roet,
Ur bouket gret a dri seurt plant,
Chagrin, melkoni ha tourmant.

   — Ma friedik, mar dimezet,
Dimezelled n’ gommerret ket,
Kommerret merc’h un ozac’h-mad,
A vo kustum da dravellad.

   Gwella buc’h-leaz a zo em zi,
D’am mates vihan roët-hi ;
Roët-hi d’am mates vihan,
’Deuz bet ganin-me kals a boan ;

  1. D’autres versions portent : sant Diboan le saint qui guérit de tous les maux. C’est, m’a-t-on dit, saint Alibon, qui a une chapelle à Plévin, canton de Maël-Carhaix (Côtes-du-Nord).