Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/402

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


PONTPLANCOAT.
GWES KENTA.
________


I


   — Marc’haridik, ma merc’hik koant,
Komz ho timizi am euz c’hoant,
Ho timizi da Bontplancoat,
A gafann ’zo un intanv mad. —

   — M’am dimezet da Bontplancoat,
Adieu d’ann dans ha d’ann ebat ;
Adieu d’ann ebat ha d’ann dans ;
Adieu d’am holl rejouissans ! —


II


   Tri miz hanter e bet padet
Ar solennite ann eured,
Solennite, ar bal, ann dans,
Visito bemde d’ann noblans……

   Digwet ’zo lizer d’ann aotro,
Da vont da Razon, d’ar stado ;
Da vont da Razon d’ar stado,
Dilezell holl, groeg ha mado.


III


   ’Nn aotro Pontplancoat ’lavare,
D’he baj-bihan, un noz a oe :
— Un hunvre ’m euz bet en noz-man,
Am laka en nec’h, a gredann ;

   Ema ann Itron war oenklo,
Tri dewez ha ter nozwez ’zo ! —
Ar paj-bihan a lavaras
Da Bontplancoat ’vel m’hen klewas :

   — Ma mestrik mad, kouskomp hon daou,
Ha n’ gredomp ket en hunvreou ;
Na gredomp ket en hunvreou,
Ann hunvreou a zo holl gaou ! —

   ’Nn aotro Pontplancoat ’lavare
D’he bajik-bihan en noz-se :
— Laket ar marc’h a-rok ar c’hoch,
Me renk mont d’ Bontplancoat fenoz. —