Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/398

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



   — Tawet, ma mamm, na oelet ket,
Revanj ma zad n’ vo ket kollet ;
Mar chomann-me da dont en oad,
Me ’mo revanj maro ma zad ! —


III


   Ar Baron iaouank a lare
Da Willaou ’r Belek un dez oe :
— Tennet ma c’hezek ’ar marchosi,
Laket war-n-he tapisiri ;

   Laket war-n-he tapisiri,
Monet hep dale a fell d’in,
Monet hep dale a fell d’in
Da welet Rosmadek d’he di. —

   Ar Baron iaouank a lare
En maner Derleu p’arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Ar Rosmadek pelec’h ema ? —

   Rosmadek evel ma klewas
He benn er frennestr a voutas ;
He benn er frennestr ’n euz boutet,
D’ar Baron iaouank ’n euz laret :

   — Et-c’hui d’ar ger, ma Baron mad,
Ken a vefet arru en oad,
Rag truez vraz ’ve, a gavan,
Ho lemel a vuhez breman ! —

   Ar baron iaouank a laras
Da Rosmadek, vel ma klewas :
— Eomp da c’hoari ’r c’hlezeïo
Pe me lakaï ’n tan ’n es holl vado,

   A weli ’n-ez-he o leski,
Ha te ’vo dewet koulz ha hi ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Ar Rosmadek, pa ’n euz klewet,
Gant ’r vinz d’ann traon zo diskennet ;
Gant ’r vinz d’ann traon eo diskennet
Da c’hoari ’r c’hleze int bet et.

   Diou-heur hag anter ez int bet
O c’hoari ’r c’hleze ar fleuret ;
O c’hoari ’r c’hleze ar fleuret,
Rosmadek a zo bet lazet.


IV


   Pa ’z ee ar Baron gant ar ru,
A krene ann dut en daou-du ;
’Krene ann dut en daou goste :
— Hema ’oar c’hoari ar c’hleze ! —