Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/390

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



   — Aotro Doue petra ’vo gret ?
Hon mestr ar Baron ’zo lazet !
D’ dapoud he vouklo p’eo pleget,
Rosmadek trubart ’n euz-han treuzet ! —

   Ar Varones pa deuz klewet,
Ter gwes d’ann douar ’ zo zemplet ;
Ter gwes d’ann douar eo zemplet,
’R vates vihan ’deuz hi goureet.

   ’R Baron bihan, pa ’n euz klewet,
D’he vamm ’r Varones ’n euz laret :
— Ma mammik paour, na oelet ket,
Me am bo buhez ’r Rosmadek ! —


IV


   Ha pa oa pemzek vloaz oajet,
D’he vamm ’r Varones ’n euz laret :
— Ma mamm ’r Varones, m’am c’haret,
Kleze ma zad d’in a rofet ;

   Kleze ma zad d’in a rofet
Da vont da gaout ar Rosmadek ;
Da vont da gaout ar Rosmadek,
He vuhe ’renkann da gavet ! —

   Ar Baron iaouank a lare
’N ti ar Rosmadek p’arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Ar Rosmadek pelec’h ema ? —

   Ar c’houarneres a laras
D’ar Baron bihan, p’hen klewas :
— Ema duze ebars he gambr,
Et-c’hui d’hen kaout, mar oc’h euz c’hoant. —

   — D’hen kaout en he gambr na inn ket,
Hen ’deui d’ann traon pa vo pedet. —
Ar Rosmadek, ’vel ma klewas,
He benn er frennestr a voutas ;

   He benn er frennestr ’n euz boutet,
D’ar Baron iaouank ’n euz laret :
— Baron bihan, kerz a lec’h-se,
Rag euz da wad am euz true ! —

   — N’ho pet nep truez euz ma gwad,
Pa n’ho poa euz hini ma zad :
Ha hastet buhan dont d’ann traon,
Pe me c’houezo ’n tan ’n ho holl vado !

   Hastet dont ganin da c’hoari,
Pe me ’c’houezo ’n tan en ho ti ;
Pe me c’houezo ’n tan en ho ti,
Ho talc’ho en kreiz da dewi. —