Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/388

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



   D’ zastum he vouklo eo pleget,
Ann trubart hen euz-han treuzet !
’Nn aotro ’r Baron a lavare
D’he baj-bihan eno neuze :

   — Guillaou ’r Belek, ma mewel mad,
Klask ur belek d’am kovesad ;
Medesinn da stanka ma gwad,
M’am bo buhez ar Rosmadek. —

   Guillaou ’r Belek a lavaras
D’he vestr ar Baron, p’hen klewas :
— Gwell ’ve ober ho testamant,
Keït m’oc’h en ho intentamant. —

   Kenta testamant a eure,
’Oa offr he ine da Doue :
— Guillaou ’r Belek, ma mignon kez
C’hui ’ ha d’ar ger ha me n’hann ket :

   Ma gourc’hemeno d’am fried,
Med n’ laret ket e vinn lazet ;
Med laret ’ vinn et da Baris
Da zaludin ar roue Loïz ;

   Laret e vinn et da Baris
Da zaludin ar roue Loïz,
Prenet ganin ur marc’h newez,
Kalonik ma marc’h oa re-ge. —


III


   Ar Varones a c’houlenne
Euz Guillaou ’r Belek, en de-se :
— Guillaou ’r Belek, d’in-me laret,
Ho mestr ’r Baron pelec’h eo et ? —

   — Ma mestr a zo et da Baris
’Wit saludin ar roue Loïz,
Prenet gant-han ur marc’h-newez,
Kalon he varc’h a oa re-ge. —

   Guillaou ’r Belek a lavare,
Pa oa gant he goan, en noz-se :
— Daoust piou ’n defo ann hardison
D’anonz ar c’hezlo d’ann itron ?

   D’anonz ar c’hezlo d’ann itron,
Eo lazet hon mestr ar Baron ?
D’ dapoud he vouklo p’e pleget,
Rosmadek trubart ’n euz-han treuzet ! —

   Ar vates vihan pa glewas,
D’ann nec’h gant ar vinz a bignas ;
D’ann nec’h gant ar vinz eo pignet,
D’ar Varones a deuz laret :