Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/378

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   — Leall, tric’houec’h marc’hadour am euz me bet lazet,
Mar am bije gouvet, ’vije ann naontekvet ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


IV


   Neb a welje Margodik war baveïou Rouan,
’N hi zreid ur boutou-lijer, hag ur bazou stam-gloan ;

   ’N hi zreid ur boutou-lijer hag ur bazou stam-gloan,
Hag eureujet gant-hi, ur marc’hadour bihan ! [1]


Kanet gant Mari-Job Kado.
Plouaret, 1845


________



SILVESTRIK.
GWES KENTA.
________


I


   Me ’m euz ur mab Silvestrik, ha n’am euz nemet-han,
Hag ’n euz bet hardison da zont d’am glac’haran ;

   Bet ’n euz ann hardieges da vont a-rok he benn,
Ema zoudart en arme, dirag he gabitenn.

   Me ’m euz bet ar vadeles da vonet d’hen goulenn,
Dirag kalz tud-a-feson, digant he gabitenn.

   Ar c’habitenn, p’am gwelaz, a chommaz saouezet :
— Ganac’h-c’hui, den ansienn, me a zo saouezet !

   Lemel digant ar roue ’sonjoc’h he zoudarded ?
Touchet hen euz paeamant, ambarkin a zo red. —

   — Lavaret d’in, kabitenn, pegement eo koustet,
Ha m’am euz arc’hant ’walc’h, a vezo rambourset. —

  1. Dans une autre version le dénouement est tout différent :

       P’oa arru el lann vraz, oh ! ia, pell a-c’hane,
    E taolas Margodik diwar he inkane.

    Voir dans le Barzaz-Breiz, page 221, la pièce qui correspond à celle-ci, sous le titre de : Le Vassal de Duguesclin.