Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/376

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   — Matezik Margodik, na d’in-me lavaret,
Na pa zellet ouz-in, perag ’huanadet ? —

   — Aotro ar marc’hadour, na d’in me lavaret
Ha c’hui ’c’h euz ’promese gant plac’h iaouank a-bed ? —

   — Matezik Margodik, me n’ho trahisinn ket,
Hirio a zo ter zuun a oa de ma eured. —

   — Doue d’ho konzolo, ha c’hui hag ho pried,
Rag oc’h aman er plas lec’h ma vefet lazet ! [1]

   Sellet ’ndann ho kwelle, ’welfet ur c’hleze-noaz,
’Baoue laza tri-all na eo ket gwalc’het c’hoaz ;

   Aze ’zo tri c’horf marw o c’hortoz ar mare,
C’hui, Iannik, ’r Bon-Garçon, vezo ar bevare. —

   — Pa ve ma inkane ha ma zibr alaouret,
Ha m’ valizenn arc’hant, ha pa vent holl kollet,

   Ha me er ger a Rouan, gant Mari, ma fried,
Matezik Margodik, na rafen kaz a-bed.

   Matezik Margodik, rekour d’inn ma buhe,
Ar choaz euz ma breudeur, Margodik, as bo te ;

   Ar choaz euz ma breudeur, Margodik, as bo te,
Paotred ann terrupla, marc’hadourienn ’vel me…… —

   Na pa zone ann heur, ann heur a anter-noz,
Ar vates Margodik na halle mui repoz :

   — Na, marc’hadour-bihan, saves-te al lec’h-se,
Na mar a teuz te c’hoant da rekour da vuhe. —

   Ha dre dor ar jardinn ez int bet achapet,
Breur-kaer ann hostizes hen euz bet ho c’hlewet.


III


   Ha pa gane ar c’hog, ar c’hog da c’houlou-de,
Na doa ann hostizes a repoz ’n hi gwele :

   — Matezik Margodik, savet, savet buhan,
D’enaoui ar goulou ha da c’houeza ann tan ;

   D’enaoui ar goulou ha da c’houeza ann tan.
Wit ma lazfomp hon diou ar marc’hadour bihan ! —

   Breur-kaer ann hostizes d’ez-hi a lavare :
— Ho mates Margodik, leall, n’ ’ma ket aze :

   Ho mates Margodik, leall, n’ ’ma ket aze,
Et gant ar marc’hadour, war lost he inkane ! —

  1. Variante :
       Iannik ar Bon-Garson, braoa den ma ’z oud-te,
    Ha warbenn ma vo de, te gollo da vuhe !