Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/358

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



   ’N aotro Trede, ’vel ma klewas,
Diwar he varc’h a ziskennas ;
Diwar he varc’h eo diskennet,
Ur fasad d’he baotr ’n euz roët.

   Ur fasad d’he baotr ’n euz roët,
A-vriad er plac’h eo kroget ;
A-vriad er plac’h eo kroget,
War gein he varc’h ’n euz hi laket.

   Ur mouchouar gwenn ampezet
War hi geno hen euz laket,
’Wit n’ vije ket anavezet
Gant ann dut o vont d’ar Ieodet.

   ’R plac’hik iaouank a lavare
A-biou d’hi re pa dremene :
— En han’ Doue, mar am c’haret,
Kompagnunes ma zikouret ! —

   — Allas ! ho sikour n’hellomp ket,
P’eo ’n aotro Trede ’n euz ho c’hoantet ! —
Ar palefrinier a lare
Na d’ann aotro Trede neuze :

   — Lemet ’r mouchouar d’war hi geno,
Taoli ra ’r gwad a vouchado ! —
— Lez-hi da daol ’r pez a garo,
Ar merc’hed ’zo leun a ardo !…… — [1]


III


   ’N aotro Trede a lavare
D’he c’houarneres p’arrue :
— Na laket ar beer uz ann tân,
D’ar plac’hik ha d’in-me d’hon c’hoan ! —

   Ar plac’hik iaouank a lare
D’ann aotro Trede, p’hen klewe :
— Debret, evet ’r pez a garfet,
Ewit-on me na goaninn ket. —

   Ar plac’hik iaouank a lare
D’ar gouarneres en noz-se :
— Gouarneres, mar am c’haret,
Gret ma ’z inn gant-oc’h da gousket. —

  1. VARIANTE:
    Ar plac’h iaouank a hirvoude,
    Na gave den hi c’honzolje,
    Met ’r palefrinier a weziou,
    Gant truez vraz euz hi c’hanvou :
    — Tawet, merc’hik, na oelet ket,
    Me viro n’ho po drouk a-bed !…… —