Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/346

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Ann aotro Tremblai a lare
D’ann aotro ’r person, en de-se :
— Aotro ’r person, d’in-me laret,
Pelec’h ’ ma ar wreg a eured ? —

   Ann aotro person a laraz
D’ann aotro Tremblai, p’hen klewaz :
— Aotro Tremblai, ma iskuset,
Eureuji d’ar Zul na rann ket ;

   Eureuji d’ar Zul na rann ket,
Ur vadeziant eo am euz gret. —
— Aotro person, gaou a laret,
Janedik ’r Rouz ’c’h euz eureujet ;

   Rentet Janedik ’r Rouz ama,
Pe me ho lazo da genta ;
Pe me ho lazo da genta,
Gant hi zad, hi mamm ’ma ama. —

   Janedik ar Rouz a lare
D’ann aotro Tremblai eno neuze :
— Aotro Tremblai, m’ar am c’haret,
Ma lest mont war vur ar vered ;

   Ma lest mont war vur ar vered,
Da laret adieu d’am fried. —
— War vur ar vered n’ iefet ket,
Diwar lost ma marc’h kimiadfet ! —

   Janedik ar Rouz a lare
D’ann aotro Tremblai eno neuze :
— Ma lest da vont c’hoaz en iliz,
Da gimiadi euz ma broïz. —

   — Wit en iliz na iefet ket,
Diwar lost ma marc’h kimiadfet ;
Ganin ’teufet war lost ma marc’h,
Kriet, garmet, goelet ho kwalc’h ! —

   Janedik ar Rouz a lare
D’ann aotro Tremblai eno neuze :
— Aotro Tremblai, mar am c’haret,
Ur gontel d’in-me a rofet ;

   Ur gontel d’in-me a rofet,
’Wit troc’ha zeïenn ma eured ;
’Wit troc’ha zeïenn ma eured
A zo bet war-n-on re-stardet. —

   ’Nn aotro Tremblai p’hen euz klewet,
Ter gontel d’ez-hi ’n euz diskoet ;
Unan troad-duz, unan troad-gwenn,
Un’ all c’houezet en aour-melenn :