Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/334

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



   Hi zad, vel m’hen euz hi gwelet,
Da Varc’haridik ’n euz laret :

   — Merc’h Marc’harit, na oelet ket,
Rag c’hui ielo d’ar varadek ! —

   Marc’harit paour a lavare
E-meaz hi gwele pa zave :

   — Adieu did, ma gwele, ’larann,
Bikenn en-out ken na gouskann ! —

   Hi zad, ’vel m’hen euz hi c’hlewet,
Da Varc’haridik ’n euz laret :

   — Ma merc’h Marc’harit, n’ oelet ket,
Rag c’hui ielo d’ar varadek. —

   Marc’haridik a lavare
Na d’hi fresik, p’hen digore :

   — Adieu did, ma frez paour, ’larann,
Ha d’am dillad-kaer ’zo en-han ! —

   Hi zad, ’vel m’hen euz hi c’hlewet,
Da Varc’haridik, ’n euz laret :

   — Marc’haridik na oelet ket,
Rag c’hui ielo d’ar varadek ! —

   Marc’haridik paour a lare
E-meaz ann ti pa sortie :

   — Adieu, ma mamm baour ha ma zad,
Adieu breudeur ha c’hoerezad ! —

   Hi zad, ’vel m’hen euz hi c’hlewet,
Da Varc’haridik ’n euz laret :

   — Marc’haridik, na oelet ket,
Rag c’hui ielo d’ar varadek ! —

   Marc’haridik a lavare
D’hi inkane, pa hen pigne :

   — Adieu did, ma marc’h paour, ’larann,
Bikenn warnout ken na bignann ! —


II


   Pa arruaz en penn ar roz,
Oa Rozmelchon euz hi gortoz :

   — Bonjour, Marc’harit, d’ac’h ’larann,
Plac’hik beure-mad ho kavann ! —

   — Ha c’hui, aotro, a zo iwe,
Brema dlejac’h boud ’n ho kwele ! —

   — Marc’haridik koant, diskennet,
Da dijuni ganin ’teufet. —