Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/314

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ



   Met ’ benn eiz de warlerc’h kement-se,
A oa deut lizer da Lezobre.

   — Lezobre, sell ul lizer aze
Bigasset did a-beurz ar roue. —

   — Mar d’eo gant ar roue skrivet d’in,
Dama ann ez-han, wit m’hen lenninn. —

   — Hen lar d’ac’h, eme ar paj-bihan,
Monet da c’hoari gant he Vaurian. —

   — Disket d’in-me ta, pajik-bihan,
Stum hag ardo brezel he Vaurian. —

   — Kement-se d’ac’h na lavarinn ket,
Gant aouenn da veza diskuliet. —

   — Ken-gwir ha ’m euz ’r maro da dremenn,
Pajik, n’hel lavarinn birwikenn. —

   — Ar Maurian, vel ma vo deut er zal,
A daolo he zillad traon raktal ;

   Grit vel-t-han ; ha pa rei zaill en er,
Lakit ho kleze d’hen digommer ;

   Kerkent ha m’hen gwelfet ’tic’houinan,
Taolet prim dour-binniget gant-han ;

   Pa c’houlenno ganec’h diskouizan,
Na roït ket a ziskouiz d’ez-han ;

   Rag hennes hen euz gant-han louzou,
Vent ket pell wit gwellad gouliou. —

   Velkent ar Maurian a lavare
D’ann aotro Lezobre p’hen gwaske :

   — Aotro Lezobre, mar am c’haret,
Un tammik diskouiz d’in a rofet ? —

   — Ho ! na eo ket ewit diskouiza
Ez omp deut hon daou d’ar c’hoari-ma !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Goude ar roue, holl glac’haret,
Da Lezobre hen euz lavaret :

   — Lazet t’euz diwaller ma buhe,
Ganin em falez e chommi-te ? —

   — Ganec’h ’n ho palez na chomminn ket,
Ma mamm ’ zo newez-intanvezet. — [1]

  1. Cette version a été recueille non loin de la montagne de Bré, par le vénérable recteur de Saint-Laurent, M. Quémar, bien connu pour son amour éclairé de notre vieille langue, et ses encouragements et ses conseils précieux à ceux qui s’en occupent. Il l’a fait imprimer à Lannion, chez Le Goffic, mais l’édition n’a pas été mise dans le commerce.