Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/296

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


II


   Hi lez-tad a lavare, pa zaouline war hi be :
— Ha posupl ve Fanchonik, a ve te a ve aze ?

   Me ’ zo bet seiz miz ’r prison, barnet da veza krouget,
Balamour did, Fanchonik, a oa din-me tamalet ! —


Kanet gant Mari-Job Kerival.
Kerarborn, 1849.

________


VARIANTE.

   ’Nn hini ’ rok a ansanse, oa ’ terc’hel ar goulou ;
’Nn hini ’ zouge ’r zakramant, oa paotr ar c’hontellou.

   — Tostaët, aotro ’r person, tostaët promtamant
Da lemel ’nn aotro Doue a zaou-dorn ’nn den mechant !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
   Endann seitek dewez ho froses a oe gret,
Barnet gant ar Parlamant da veza dibennet.

   Lennet a oe dira-z-he gant rigor ho setanz,
Konduet gant ar bourrew da vont bete ’r potanz ;

   Konduet a oant gant-han bet ’ ar vaz huella,
Eno a renkjont merwell bet’ ar varn diwesa !


____________