Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/292

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
— 272 —


ANN DAOU VANAC’H
HAG AR PLAC’HIK IAOUANK.
GWES KENTA.
________


I


   Bars ar ger euz a Rudon, war ann hent pa her da Rom,
’Zo zavet ur gouant newez, ’ zo en-hi menec’h o chom ;

   ’Zo zavet ur gouant newez ’ zo en-hi menec’h iaouank,
Ha noz na de na sessont o tebauch ar merc’hed koant.

   Ma oa ur vinorezik a oa meurbet devodes
A ie bemdez da bedi Doue da gouant Sant-Franses.

   O tont unan ar menec’h, hag o lavaret d’ez-hi :
— Deut ganin, minorezik, dent ganin-me d’am zi ;

   Deut ganin, minorezik, deut ganin-me d’am c’hambr,
Me diskoueso d’ec’h ’nn taolinier, ar misteriou ekselant. —


   Ebars en kambr ar manac’h na pa ’z eo bet antreet,
Ann orojou war-n-ezhi kerkent a zo alc’houezet :

   Hag ar spaz euz a seiz miz, ar spaz euz a seiz miz kloz,
Eo bet ar vinorezik, hep gwelet na de na noz ;

   Eo bet ar vinorezik, hep gwelet na de na noz,
Met ann daou jakob iaouank, ’ ia da ved-hi bep-noz.

   Ha war-benn ann eizvet miz, en em gavas dougerez,
Ann daou jakobin iaouank oe neuze meurbet diez.

   ’Tonet unan ar venec’h, ha d’ez-hi o lavaret :
— ’Tro Doue ! minorezik, na penaos a vezo gret ?

   ’Tro Doue ! minorezik, na penaos a vezo gret ?
Arru ’ zo ’r vikel newez, ma vefomp holl visitet ! —

   — ’N han ’ Doue ! tad Olierr, ma c’hasset da gambr ’r studi,
Na euz vikel na eskop a ielo wit ma c’hlask di. —

   O tont unan ar venec’h, hag o lavaret d’ez-hi :
— Selaouet, minorezik, ha zentet a ouzomp-ni ;

   Hastet-c’hui, minorezik, da gwiska ho pantouflou,
Wit ma teufet d’ann iliz, da laret ho kousperou ;

   Wit ma teufet d’ann iliz, da laret ho kousperou,
Mar n’ho laret euz ann dez, ho larfet euz ar goulou. —

   Ma oa ur c’hloarek iaouank a oa arnaouet meurbet,
Mont eure da c’houll loja da gouant ar Fransesed.