Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/290

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


AR PLAC’H HI DAOU BRIED.
EIL GWES.
________


I


   Ann dersienn ’ zo ganin a euz ma gwall-aozet.
— Mar karfeac’h dibri boued goude ’ pe hi c’hrenet ;

   Mar karfeac’h dibri boued goude ’ pe hi c’hrenet,
Krenvoc’h ’ ve ho kalon da stourmi euz ’r c’hlenved. —

   — Me am euz ul lezvamm hag a zo kriz meurbet,
Diou, ter heur ’ rok ann de, siouas ! me ’ ve zavet ;

   Diou, ter heur ’ rok ann de, siouas ! me ’ ve zavet,
Da vont da gerc’had dour da feunteun ’r Waz-c’halek.

   Ann noz a oa gwall-du, ann dour ’ oa strawillet,
Gant marc’h ur c’havalier o tont euz ann Naonet :

   Hag hen ’ c’houll diganin : — Plac’hik, ha c’hui ’zo dimet ? —
Ha me oe sot a-walc’h da laret na oann ket.

   Hag hen kregi em dorn, m’ c’hass gant-han d’ ’r valanek,
Lakad d’in war ma barlenn un daou pe dri c’hant skoed ;

   Lakad d’in war ma barlenn un daou pe dri c’hant skoed,
Ur mouchouar koton, ur walenn alaouret :

   — It-c’hui d’ar ger, plac’hik, da laret ’z oc’h dimet,
A-benn seiz vloaz ama me deui c’hoaz d’ho kwelet. —


II


   — Pa oann en Keridon m’ mestres, ’ tont d’ho kwelet,
Me a glewe sklezr-mad sonerrienn ho eured.

   Digorrit d’in ho tor, plac’hik newez-eureujet,
Brid ma marc’h ’ zo torret, ma fajik ’ zo kollet. —

   — N’ digorrinn ket ma dor d’ac’h na da zen a-bed,
Me ’ zo aman kousket euz koste ma fried ;

   Me ’ zo aman kousket euz koste ma fried,
Ha mar hen dishunvann, on sur bout skandelet…… —

   P’ oa digorret ann or, alumet ar goulaou,
Eno sur a rannas ho c’halonou ho daou !


Kanet gant Mari-Louiz Loyer.