Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/284

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ




VARIANTES.

Une autre version, que je dois à Marie-Yvonne Le Roy, la servante de l’ancien curé de Plouaret, M. Denès, commence ainsi :

   Iannik Kokard a lavare
D’he dad, d’he vamm, un dez a oe :
— Ma zad, ma mamm, mar am c’haret,
D’ar marc’hajou n’am c’hasfet ket,

   Balamour da Vari Tili,
Na dremenann gwes ’ biou hi zi,
Na dremenann gwes ’ biou hi zi
N’am be komplimant digant-hi :

   ’Ve war ann daol un doubier wenn,
Ur beseled amann melenn,
Hag un dorz a vara michenn,
Hag en hi daou-dorn diou werenn ;

   Gant-hi ’n hi daou-dorn diou werenn,
Unau gwinn-ruz, un’ all gwinn gwenn……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Mari Tili a lavare,
’N ti Iann Kokard pa ’z arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Roët d’in skabel d’azeza ;

   Roët d’in skabel d’azeza,
Mar veen ar verc’h-kaer en ti-ma. —
Ar C’hokard koz a lavaras,
Da Vari Tili, p’hi c’hlewas :

   — Merc’h-kaer en ti-ma n’ vefet ket,
Na c’hui na merc’h kakouz a-bed. —
— Biskoas n’oc’h euz bet kalounad,
’Vel ’ laret kakouz euz ma zad !…… —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Biskoas na welis braoc’h ti
’Wit na ’ ve ur gakouziri ;
Eno ’ ve porz-bihan, porz-braz
’Vel ’n ti ann aotro a Roc’hlaz ;

   Eno zo porz-braz, porz-bihan,
’Vel ’n ti ann aotro Koat-Ronan……
. . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Cette version se termine ainsi :

   Kriz ’ vije ’r galon na oelje
En Plouilliau nep a vije,
O welet ar groaz, ar banier
Hag ar veleïnn hag ar c’hloer,
O kass Iannik d’he di newez !……


NOTE.

Je connais parfaitement toutes les localités désignées dans ce gwerz. Ar C’hlandi (mot-à-mot maison du malade) est un village à peu de distance du bourg de Ploumilliau ; la chapelle de Saint-Cado en est voisine, et le village de Saint-Jean-Brézehan est un peu plus loin, sur la route de Saint-