Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/252

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



III


   Kriz vije ’r galon na oelje
En ker Razon nep a vije,
’Welt ’r vates-vihan ’n kreiz ar flamm,
N’euz ket en hi c’halon estlamm !

   Ann dut-a-justiz c’houlenne
Euz Janedik eno neuze :
— Janedik, d’imp-ni lavaret
Petra ’zo kaos na zewet ket ?

   Hag ar bourrew a lavare
Da dut ar justiz, p’ho c’hlewe :
— Bet on ter gwes war hi diou-skoa,
Nemet c’hoarzin ouzin na ra ! —

   — ’Nn Itron-Varia a C’houlvenn
A skoulm hi diou-vrec’h em c’herc’henn ;
’Nn Itron-Varia ar Folgoat
’Zo skabell indann ma zaou-droad. —

   — Kassomp-hi d’ar fagodiri,
Soufr hag alun lakit out-hi ;
Soufr hag alun lakit out-hi,
Ha ni deui a-benn ann-ezhi ! —

   Kriz’ vije ’r galon na oelje,
’R fagodiri nep a vije,
O Welet Janet ’n kreiz ar flamm,
N’euz ket ’h hi c’halon a estlamm !

   — Na Janedik, d’in lavaret,
Petra ’zo kaos na varwfeac’h ket ? —
— Aotro ’r Gerwenn, me varwfe eaz,
Ma welfenn ho kouarneres ! —

   N’oa ket hi gir peurlavaret,
’N trezeg ar ger hen a zo et ;
— Gouarneres em breparet,
Ganin-me a renket donet. —

   ’R vates-vihan na varwfe ket,
A-rok ma defo ho kwelet. —
— N’oamp ket ker braz mignonesed,
Na varwfe ’walc’h hep ma gwelet ! —

   Pa ’z arru en tal ann tanted,
Oh ! ia, treuz un dewez-aret,
Ur fulenn-dan ’ zo distrinket,
Ar c’houarneres ’ zo poazet.

   ’Nn aotro ’r Gerwenn, vel ma welaz,
War he zaoulin hen em strinkaz ;
War he zaoulin hen em strinkaz,
Da c’houll ouz-hi pardon ha graz.