Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/238

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


ANNAIK KOZIK.
________


I


   Kriz vije ’r galon na oelje,
’R ger a Razon nep a vije,
O Welet Annaïk Kozik
O vont d’ar prison etre tri ;

   O vont d’ar prison etre tri,
’R bugel ’n ur baner dira-z-hi,
Ha ma lavare, dre ma ’z ee :
— Ar bugel-ze n’eo ket d’in-me ! —


II


   Annaïk Kozik a lare
’N tal ar steir d’hi mamm, un dez oe :
— Ma mammik paour, d’in-me laret,
Na kanna ho tillad a ret ? —

   — Kanna ma dillad, gwenn ’vel erc’h,
Petra ’c’h euz a newez, ma merc’h ? —
— Ma mammik paour, mar am c’hredet,
Ho tillad aze a lezfet ;

   Me ’zo deut d’ho pedi m’ mamm, m’ zad,
Da vont ewit-on d’ar Folgoat,
Diarc’henn, dilour war ho troad,
Ma klewo ’r Werc’hes ho mennat.

   En distro, dre Razon ’teufet,
C’hui ’welo glaou ha ludu gret ;
C’hui ’welo glaou ha ludu gret,
Euz ar galonik ’c’h euz ganet ! —

   — Na pez torfed oc’h euz-c’hui gret,
Mar gwelann glaou ha ludu gret ;
Mar gwelann glaou ha ludu gret
Euz ar galonik ’m euz ganet ! —

   — Ar gouarneres euz ann ti
Lec’h ma oann-me o serviji ;
Lec’h ma oann-me o serviji,
Oa mignoned ’nn aotro hag hi ;

   Ha pa oann em gwele kousket,
Ur bugel-bihan deuz ganet ;
Ganin em gwele deuz-han laket,
Klasket ’r justiz d’am c’homerret ;

   Klasket ’r justiz d’am c’homerret,
M’ oun ’n prizon Razon dastumet. —
— Penaoz ’n prizon Razon dastumet,
Pa ’z oc’h deut ama d’am gwelet ! —