Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/226

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


AR BREUR HAG AR C’HOAR.
EIL GWES.
________


   Mab ar Roue a lavare
En Coadelez pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Merc’h ar Roue pelec’h ema ? — [1]

   — Medi duze bars ar gambr-wenn,
Nag o kribad hi bleo-melenn ;
Man o kribad hi bleo-melenn,
Ha titira al lienn-gwenn. —

   — Mab ar Roue, vel ma klewaz,
Gant ar vinz d’ann nec’h a bignaz ;
Gant ar vinz d’ann nec’h a bignaz,
Kerkent d’ann traon a ziskennaz. —

   — Me n’eo ket hounnes a glaskann ;
Merc’h ar Roue, ar verc’h henan,
Merc’h ar Roue a Goadelez,
Oa choumet ama minorez. —

   — Na mar d’eo hounnes a glasket,
Falla feumelenn a gavfet.
Et eo ’boe ’r beure, beure-mad,
’Wit kannann un neubeud dillad…… —

   — Ma ouijenn-me ann hent d’al lenn,
Me aprouvfe ar feumeulenn. —
— It gant ann âle, hed-a-hed,
Ebars ar c’hoad a em gavfet ;

   Ha pa vefet arru er c’hoad,
C’hui a glewo trouz ar pez-koad ;
C’hui a glewo trouz ar pez-koad,
Gant-hi o skei war hi dillad. —

   — Demad, plac’hik diwar al lenn,
C’hui a gann gwenn hag a wask stenn ;
C’hui a gann gwenn hag a wask stenn,
C’hui a saonvfe d’inn ma brondenn ? —

   — Na gannann gwenn, na waskann stenn,
Na saoninn ket d’ac’h ho prondenn. —
— Sellet-c’hui euz ma mantell du,
A zo alaouret en daou-du, —

  1. Ar Roue, Le Roi, doit être ici un nom propre.