Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/196

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



VARIANTES


Une autre version, recueillie par-delà la forêt de Koat-an-noz, donne ainsi la seconde partie de ce gwerz :


. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
   Kroget ez eo en-hi, hag hi zaolet er stank……
Houman a gan eno evel en ur gouant.
Holl lapouzidigou ann el, p’int tremenet,
Margodik o kanan ho deveuz bet klewet :

   Hag ez ia ar re-ma da laret d’ann aotro
Penaoz na eo ket c’hoas Marc’haridik maro :
Nemet pa dremenent ebars ar mene glaz,
’Welent Marc’haridik o saludi ar groaz.

   Hag ez ia ar re-ma da laret d’ann aotro
Penaoz na eo ket c’hoas Marc’haridik maro.
Ha pa well ann aotro penaoz na varwe ket,
He ordrenaz neuze m’ vije ’r stank dizec’het.

   Ma ordrenaz neuze da dizec’han ar stank,
M’eo taolet Marc’harit en he doull d’ar serpant.
Nemet ar sarpant, ’vel ma ’z eo d’ez-han taolet,
Marc’haridik raktal hen euz-han bet lonket !

   Met pa ’ zeu brud un dez ar serpant a greuvaz ;
Marc’harit dre he gein ann ez-han a zeuaz :
Marc’harit dre he gein ann ez-han ’zo zavet,
En ur gana laouenn, hag hep kaout drouk a-bed.

   Ha pa well ann aotro penaoz na varwe ket,
He ordrenaz neuze ma vije dibennet……
Un anter-heur amzer a deuz bet goulennet,
Un el dimeuz ann ef a zo bet diskennet. —

   — Kendalc’het, Marc’harit, kendalc’het mad bepred,
Eman ho kurunenn bars ar baradoz gret ! —
Gret a eo hi froses ewit bout dibennet,
Nemet hini ann-he na eveuz bet kredet……

   — Deut d’ann traon, Marc’harit, al lec’h-se, pa garfet,
Rag ’wit-on, Marc’harit, me n’ho tibenninn ket ! —
— A-rabad d’ac’h, ’me-z-hi, mankout da ober-ze,
Rag c’hui eo ’nn or breman etre Jezuz ha me ! —

________


Dans plusieurs églises de nos campagnes bretonnes on voit sainte Marguerite figurée sur un serpent ou un dragon.

________