Juluan ’zo un den vaillant,
A ligne nobl ha puisant,
Ez ia un de, hep lakad mar,
Da draon ar c’hoad da chaseal.
En traon ar c’hoad pa arruaz,
Ul loenik rouz a rankontraz,
Ul loenik rouz, pewar zroad-gwenn,
Ha daou gorn zavet war he benn.
— Juluan, lares-te d’in-me,
Ewit petra am c’heuilles-te ?
Ewit petra am c’heuilles-te,
Mar n’eo ewit kaout ma buhe ?
Mar am lazes te a lazo
Da dad ha da vamm war un dro ;
Te lazo da vamm ha da dad,
Ho daou, er memeuz gwelead ! —
— Me gouitafe kentoc’h ma bro
Ewit ma teufenn d’ho lazo ;
Kouitad ma bro ha ma c’hartier,
Mont da di ’r prinz da zervijer ! —
Ur prinz a oa hag hen karre,
Evel unan he vugale,
Hag ar prinz-ze hen dimezaz
D’un dimezell euz un ti braz.
Gouarner ’n he di laket a oe,
Ha kabitenn war he arme……
Neuze tad ha mamm Juluan,
Pell-zo en hirvoud hag en poan,
Skuiz-braz dre ar vro o vale,
O klask klewet euz he zoare,
En toull ar porz pa arrujont,
Un itron-gaer a zaludjont.
— Daou denik koz ha deread,
Pe-lec’h oc’h bet ken divezad !
— O klask ur mab hon euz kollet,
Ha Juluan ez eo hanwet. —