Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/156

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Lammout reont ha kounnari, re ke ke etc.
Taget ’on, Gwerc’hes Vari ! —

   — Daou, tri, pevar, pemp hanter, re ke ke, etc.
Dilun, dimeurz, dimerc’her.

   Kemenerik, kemener, re ke ke, etc.
Roc’hall a rez aze, laër !

   Kemener, kemenerik, re ke ke, etc.
Tenn da fri ’meas un tammik !

   Deuz da ober un dro danz, re ke ke, etc.
Ni ’zisko did ar c’hadanz.

   Kemenerik, kemener, re ke ke, etc.
Dilun, dimeurz, dimerc’her.

   Kemenerik, te ’zo laër, re ke ke, etc.
Dilun, dimeurz, dimerc’her.

   Deuz da laëres ur wes-all, re ke ke, etc.
Deuz, koz kemenerik fall.

   Ni a ziskoï did ur bal, re ke ke, etc.
’Lakaï da gein da strakall ;

   ’Lakaï da gein da strakall, re ke ke, etc.
Arc’hant korik tra na dal.

   En ti Iannik ann Trevou, re ke ke, etc.
Ni euz rostet hon c’harnou ;

   Ni euz rostet hon c’harnou, re ke ke, etc.
Ha gret foar gant he boudou ! —