Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/112

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Hag ann eil bugel a c’hanis,
Endann ann oaled hen plantis,

   Ha ma zad a oe d’in kiriek,
Grit ho polante em andret ;

   Grit ho polante em andret,
Pa ve ’n tan larfac’h d’in monet ![1]

   — Mari Gelenn, deportet c’hoas.
Ma torchinn ’r gliz war ma bizaj ;

   Ma torchinn ’r gliz war ma bizaj,
Wit ma c’halon ’zo fatig-braz ! —

   — ’R bevare bugel a c’hanis,
Bars en leur-ann-ti hen plantis ;

   En leur-ann-ti ’m euz-han plantet,
Ha ma zad a zo d’in kiriek.

   Ar bempvet bugel a c’hanis,
Endann troad ann daol en plantis ;

   Ar c’houec’hvet bugel a c’hanis,
Endann ann treuzou hen plantis.

   Ar seizvet, gassis d’ar jardin,
Hep biskoas na c’houvezaz den. —

   — En han’ Doue, deportet c’hoas,
Ma torchinn ’r gliz war ma bizaj ;

   Ma torchinn ’r gliz war ma bizaj,
Rag ma c’halon ’zo fatig-braz ! —

   — Grit ho polante em andret.
Ma c’hovezion a zo gret. —

   — Mari Gelenn, d’in lavaret,
N’oc’h euz ket un arc’h alc’houezet ? —

   — Eo, du-ma ’zo ’n arc’h alc’houezet. —
— En hounnes, Mari, ez iefet.

   En hounnes, Mari, ez iefet ;
Ha na larfet da den er-bed.

   A-benn ur bloa me arruo,
Neuze, Mari, m’ho absolvo. —


III


   He-ma ’zo ur belek iaouank
Hen euz gant-hi nec’h ha tourmant;

   Ha pa oa ar bloa achuet,
Da welet ez e bet deuet.

  1. Il y a sans doute une lacune ici pour le troisième enfant.