Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/108

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



III


   Bars ar ger pa ’z int arruet,
Ho friejou n’ho anveent ket,
Dre ar boan ’r binijen galet
Ha dre forz hïr-hent ho doa gret :

   Nag ho bugale, kenneubeud,
Dre ann tri-chant lew ho doa gret ;
Ha pa ’z int bet em anvezet,
Ho c’halonou a zo rannet ;

   Hag ho c’houec’h ez int desedet,
Ha dann ef kerkent ez int et :
Et eo ar c’houec’h pried d’ann ef,
Ha graz d’imb da vonet iwe !


Kanet gant Mari-Job Kado. — 1846.

─────────



MARI KELENN.
________


I


   Selaouet holl hag a klewfet
Ur werz ’zo a-newez savet ;

   Ur werz ’zo a-newez savet,
Da Vari Gelenn ez e gret.

   Da Vari Gelenn ez e gret,
A deuz hi mamm-baour dioueret :

   Hi zad hen euz hi debauchet
Da vonet gant-han da gousket.

   Seiz bloas eo bet gant-han ’kousket,
Seiz bugel ’nn ez-han deuz ganet.


II


   Na Kelenn-goz a lavare
D’he verc’h Mari, un de a oe :

   — En bourk Burtul ’zo ur retret.
Me ho ped, Mari, da vonet ;

   Me ho ped, Mari, da vonet,
Marteze a vefet zalwet ;