Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/100

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


ANN INTANVEZ PAOUR.
________


   Mar plij ganac’h a selaoufet
Ur werz a zo newez savet ;
D’un intanvez iaouank eo gret,
A zo ’newez marw hi friet,

   Hi fried-paour newez-maro,
M’ia ’nn intanvez da vale-bro ;
M’ia er bloa-ma da glask hi boed ;
Da di hi aotro ez eo et.

   — En han’ Doue un tamm bara ;
N’am euz bet elwenn en de-ma,
Hag am euz tri a vugale,
N’am euz bruzunn da reï d’ez-he ! —

   — Na mar t’euz tri a vugale,
Kerz d’ar ger, laz un ann ez-he ;
Kerz d’ar ger, laz unann a dri,
’Wit reï d’ar re-all da zebri ! —

   Ann intanvez paour ’z ia d’ar ger,
Evel un den en disesper ;
Ann intanvez paour ’z ia d’ar ger,
En aviz lazan hi bugel.

   — ’N han’ Doue, mamm, un tam bara !
N’hon euz bet elwenn en de-ma ;
N’hon euz bet elwenn en de-ma,
Prest eo hon c’halon da faïa !

   — A be-lec’h ’rofenn d’ac’h bara ?
Ha na euz tamm bars ann ti-ma !
Na euz tamm ebars ann ti-ma,
Me ia gant m’ c’hontel d’ho laza !

   Ur bugel bihan oa en ti,
Oajet a daou viz, n’oa ket tri,
E-meaz he gawell eo lampet,
’N kichenn ne vamm ’eo daoulinet.

   Burzud ! hag hen euz bet komzet :
— ’N han Doue ! mamm, n’hon lazet ket,
Me iel’ wit ar bloa da glask boed,
Lec’h bikenn james n’am gwelfet.

   ’Nn intanvez paour’ ia ’n hi gwele,
O klewet ’vel ma prezege ;
Et ’n hi gwele, manet kousket,
’R Werc’hes en ti zo antreet :