Pajenn:Luzel - Contes bretons, Clairet, 1870.djvu/84

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —


— Jezuz-Maria ! a laras ann hini goz, penoz eo digwet ar vuc’h-se aman ?

— Dre c’hraz Doue, mamm-goz.

— Bennoz Doue war-n-oc’h, aotrone geiz ! me a bedo ewit-oc’h bep-beure ha bep-noz.

Hag ec’h ejont ho zri en hent.

Ann hini goz, chommet ic’h-unan, na skuize ket sellet euz he buc’h : — Kaera da vuc’h ! ha vel ma zo leaz gant-hi ! met penoz eo digwêt aman iwe ? O skei un tol gant ma baz war ann oaled ! Ar vaz a zo chommet ganen, ar men oaled a zo bepred iwe. Mar am befe ur vuc’h-all evel homan a-vad ! Marteze n’am euz netra da ober ewit-se nemet skei gant ma baz war ann oaled ?

Hag a skoas un tol gant he baz war ar men-oaled ; — ha kerkent a tilampas ac’hane ur pikol Bleiz pehini a dagas ar vuc’h-vriz war al lec’h !

Hag ann hini-goz e mez he zi, ha da redek warlerc’h ann tri dremeniad, ha da grial : — Aotronez ! Aotronez ! — Evel na oant ket êt pell c’hoaz, hi c’hlewjont hag a c’hortozjont anehi.

— Petra a zo c’hoarveet, mammig-koz ? a laras hon Zalwer.

— Allas ! ur Bleiz braz a zo digwêt bars ma zi, kerkent ha ma ’z oc’h bet êt-kuit, hag hen euz taget ma buc’h-vriz !

— Ia pa oc’h euz galwet anehan, mamm-goz. Distroït d’ar gèr, hag a kavfet c’hoaz ho puc’h, beo ha iac’h. Met beet furoc’h en amzer da dont, ha na c’hoantaet ken ober ar pez na c’hall nemet Doue he-unan.