Pajenn:Luzel - Contes bretons, Clairet, 1870.djvu/82

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —


— Ur bannac’h dour, mar plij, mamm-goz, a laras sant Pezr.

— Ia sur, dour am euz, dour mad ; met n’am euz ket kalz ouspen iwe.

Diskenn a rez ur skudellad dour euz ar picher, hag ac’h evjont ho zri. Neuze a tostajont da welet ar bugel o tena ar c’havr.

— N’eo ket d’ac’h ar bugel-man, mamm-goz ? a laras hon Zalwer.

— Nann sur ; ha koulzgoude ec’h eo ’vel pa vije d'in. D’amm merc’h eo ar bugelig ; met marwet eo he vamm o c’henel anehan, hag ac’h eo chommet war ma diouvrec’h.

— Hag he dad ? — He dad a zo beo, hag ec’h ha bemde, kerkent hag ann de, da deweziata da un ti pinvik a zo en-kichenn ; hag a c’hone eiz gwennek bemde hag he voued ; ha setu holl ar pez hon euz ewit bewa hon zri.

— Ha mar ho pefe ur vuc’h ? a laras hon Zalwer.

— Oh ! mar hon befe ur vuc’h, neuze a vefemp evuruz ; me ac’h afe da vesaa anehi war ant hentjo, hag hon befe leaz hag amann da gass d’ar marc’had ; met n’am bo bikenn ur vuc’h.

— Ma ! roet d’in ho paz un tammig, mamm-goz.

Hon Zalwer a gommerras baz ar vroac’h-koz, hag a skoas gant-hi un tol war ven ann oaled ; ha kerkent a savas ac’hane ur vuc’h-vriz ar c’haera, ha leaz gant-hi a-leiz he zez !