Pajenn:Luzel - Contes bretons, Clairet, 1870.djvu/120

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
— 92 —


zevel kerkent, ha da zansal evel unan penn-follet. Ma chommas ann aotro da zellet, digor he c’heno gant-han.

— Ro d’in da violonz, a lâras d’ar miliner ha me a lezo ar vilinn daou vloaz ganid ewit netra. —


Setu gret ar marc’had. Hag ann aotro d’ar gèr, gant he violonz, ha stad en-han. — Ma groeg, a lâre en-han he-unan, o vont, a zo un tammig koz, ha mar gallan hi iaouankaad !

Pa arruas er gèr, a kavas he vroeg en he gwele, hag hi kousket mad.

— Hag a zo mad ! emehan, evel-se na oufeo netra.

Tapout a ra ur gontel er geginn, hag a troc’h he gouk d’he wroeg. Ha da zoon neuze gant ar violonz ! Met kaer hen defoa zoon, ar vroeg paour na zanse ha na flache ; marw-mik a oa !

— Sota den eo ar miliner-se ! eme-han ; lakât an-on da lac’ha ma groeg, ha kaër am euz soon, gant ar violonz, na deu ket a vuhez en-hi ! Rèd eo hen defe ankouet lâret un dra-bennag d’in. Ec’h ân prim da glewet gant-han.

Redek a eure d’ar vilinn. Pa arruas, a welas ar miliner en korf he rochet, ur skourjez gant-han en he zorn, hag hen o skourjata ur pod-houarn braz, en kreiz ar porz, hag ann dour o virwi en-han. (A-newe diskennet a oa diwar ann tân). Chomm a eure da zellet out-han, digor gant-han he c’heno, hag ankouet gant-han he vroeg.

— Petra a rez-te evel se, miliner ?

— Lakaad ar zoubenn da virwi, ma aotro ; deut