Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ha goùlenn ma plijou gant-han
Kenderc’hel d’imb he vadélez
Hag iwe ann amzer-vad-man,
’Wit dastum hon ed hag hon frouez.

Pater noster, etc.
 
Brema laromb Litaniou
Ar Werc’hez Vari, mamm Jezus,
’Wit ma selaouou hon c’hlemmou,
Evel eur vamm garantezus ; —

Ha ’wit goulenn eur màrò mad,
Pa vò réd mònt di-war ar bed,
Ha beza barnet gant ann Tad, —
Eùn deiz kaer, pe spoutuz meurbed ! —

Kyrie eleïson, etc.

Làromb c’hoaz eùn De profundis
’Wit hon holl gerent tremenet,