Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/82

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


En-oc’h hon Zalwer zò krouët,
Ha dreist ann holl oc’h beniget :


Oh ! ia, dreist holl groagez ar bed,
Hag iwe ar frouez a doùget,
Ken gloan ha ken karantezuz,
Zalwer ar bed, ho mab Jezuz ! —


— AN HOLL. —


Santez Mari, mamm d’hon Zalwer ;
Pedet ’wit-omb en peb amzer,
Breman, ha d’ann deiz ken gàrò,
Pa deüo d’hon skei ar Marò ! —


— EUR VOUEZ HE-UNAN. —


Eur Bâter hag eùn Ave c’hoaz,
’Wit trùgarekàd hon Zalwer,
Marwet ewit-omb war ar groaz,
Da voùt roët d’imb eùn eost kaer ;