Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Pe c’hoaz barz ann draonien Karnak,
Dindan ar men-hìr ar brassa,
Ha drem-dostik, eun tu bennak
Eùn derwen ’vò rèt da blanta.

War ar men-hir rust, digempenn,
Kizellet levrik alaouret,
Hag euz ann derwen eùn delenn
Gant eur chàdenn aour ’vò stàget.

Hag ann awel mòr, o tremenn,
A gàno gwerziou ha zònio ;
Hag ann eostik war ann derwenn
Epàd ann nòz a hirvoùdo. —

Nann ! — emez-han, laket ma c’horf
En disheol koajou Kermèlo,
En eùn draonien e tàl ar Skorf,
Èno dousoc’h me a gousko. —