Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Ia, ar vrò-ze eo Breiz-Izell,
Me a garfe ’vel eur sparfel,
Kaout diou-askel, evit monet
Trezeg ar vamm ’deuz ma ganet. —

— Làr d’in, anaout a rez ar vrò
Lec’h na grèn dèn rag ar màrò ;
Ma vewer e doùjanz Doue,
Ha doùjanz lezen ar roue ? —

— Ia, ar vrò-ze eo Breiz-Izel ; —
Evid-oùn beza diout-hi pell,
D’al lec’h m’eo choùmet ma c’halon
Ma spered nij ’vel eur gudon. —

— Làr d’in, anaout a rez ar vrò
Lec’h, evel bleùn barz ar parkò,
Ma weler ar merc’hed iaoùank
Er pardòniou, zeder ha koant ? —