Pajenn:Luzel - Armor ou Napoléon III en Bretagne, 1864.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 4 —


III.


Hag a wechou iwe ’tremen eur messaër
O kàna gwerz Arzur, gant hi vouez skiltr, huël ;
Pe eur merdead coz, pe c’hoas eur pesketaër
A gàn Morvan Lez-Breiz, o vonet d’ar brezel ;
Ha neuse e tishun, ’tigor hi daoulagad,
’Wit c’heuill Nomineuïo en Brô-C’hall, ar paotr mad.


IV.


Astenn a râ hi zorn treseg hi gleze dirr :
Mouez an amzer newez ’gomz neuze er ghîz-ma :
« Chom ase, chom ase c’hoas dindan da vein-hirr !
« Marw ’è ’re a welas, marw-mik ’wit ar bed-ma !
« Marw è Nomineuïo, Beaumaner ha Gwesklenn,
« ’R roue Arzur iwe, siouas ! ewit bikenn. »


V.


Neuse hen em astenn gant glac’har braz ’n hi vèz :
« Kouskomb c’hoas eur c’hant bloas, da c’hortoz an amzer
« Dioûganet gant Marzinn, ma ’teuïo, da newez,
« Arzur en Breiz-Bihan, Arzur hor roue ker ;
« Oh ! neuse e savin, hag en meneïer Breiz,
« Er c’hoad hag el lannek, ’vò levenez a leiz. »