Pajenn:Luzel - Armor ou Napoléon III en Bretagne, 1864.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


ARMOR.


————
I.


Bars en traonien Karnak e ma kousket Armor,
Ha war hi gorf eur c’hoad mein-hirr so dioanet :
Drem-dostik d’al lec’h-se dalc’h-mad e troûz ar môr,
Er goan rust ha kriz na pa ve koûnnaret
Eneb rec’hel an aod ; hag en hanv, war an treaz,
’N pâd an nôziou kloûar, pa gân gant karantez.


II.


’Baoue meur a gant vloas é-man eno kousket,
Hag a hunvre bepred ous an amzer gwech-all :
An hunvreou coz-se en hi galon kuzet
’Dalc’h en-han ar vuhe. — Goude an amzer-fall,
En noz, pa sav al loar, a well c’hoas an Drouiz braz
O tont, gant hi falz aour, di-ous tû ar mor glaz.