Pajenn:Luzel - Armor ou Napoléon III en Bretagne, 1864.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —


XVIII.


« Hogenn dalc’het-c’hui mad, dalc’het-mâd d’ho kizio
« Hag iwe d’ar iez coz gant ho tàdo komzet ;
« Kànet bars ar menez ho kwerzio, ho sonio.
« Ha ’bars ar pardònio pedet, goude danset.
« Dalc’het-mad, ’raok peb-tra, oh ! dalc’het-mad d’ho feiz
« Beset, ’vel ar re gôz, tud kalonnek ha reiz ! »


XIX.


Hag ar bobl ’lavaras neuse souden, ’n eur vouez :
« He-man ar gwir Arzur ! hor gwir Impalaër !
« N’hen gortoët pelloc’h, tud kaled ar menez,
« Tud ar warem, ar c’hoad, klasker-boëd, pesketaer
« Setu deut an amzer gant Guiklan dioùganet,
« Ma vò ’r falla douar a raï ar gwellan èd !


XX.


— « Levenez did, paour kaès labourer, oberour,
« Koader en kreiz ar c’hoad, ar paour klasker bara,
« Mederrienn war an erv, merdead war an dour ;
« ’Bars an amzer a beoc’h, gwèllâd a ra peb-tra,
« An douar ’vel an dud. — Gwened, Kernew, Leon,
« Trèger, laret : — Doue ’viro Napoleon ! »


F.-M. AN HUEL