Pajenn:Luzel - Armor ou Napoléon III en Bretagne, 1864.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —


XV.


« Pe-tra a fell d’eoc’h, mestr ? — Ar Saoz ’so diskennet
« En douar Breiz-Izell ? — Iou ! ha dirr en awell !
« Heb dàle ho gwelfet war an aod astennet,
« En draonïenn, er mèzou ; ha bars-en Breiz-Izell,
« Ar brini a gavfo ’ c’hann da bell boed aoset,
« Hag er parkou drùoc’h e tivoano an èd ! »


XVI.


« Nann ! — ’me ’n Impalaër. — A-walc’h a vrezelio
« ’N tre ar Saoz ha re Vreïz ! Brema ’so ’n amzer-all ;
« Ar peoc’h ! ha breudeur holl, goude ker braz poanio !
« Digwèd ez an amzer, en douar ’r muïa fall
« Ma vò an èd gwèllan : — En lec’h bruk el Lannek,
« A fell d’in-me gwelet kerc’h a gwiniz boedek.


XVII.


« D’an traou ta c’hleze dirr, hag iwe ar penn-bâz !
« Hag en lec’h fusuillo, da vò brema gwelet
« ’N ho torn ha tranch ha pàl. — Ebars al Lannek vraz
« Lakaët an alar, hag oc’hen krenv staget ;
« Ha pa zistroïn c’hoas bars bro-gaer an Armor,
« Da vò gwelet gwiniz dre-holl evel eur mor !