Pajenn:Luzel - Armor ou Napoléon III en Bretagne, 1864.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —


IX.


Eûnn deiz-all ’tremenas o kànan holl laouenn,
Tud, pere lavare : — « Setu deût an amzer
« A bell-so gortoët : breman en peb tachenn
« Peb-hini ’raï hi c’hoant, war ar maès, ’vel en kear :
« Kânomb ta ha dansomb, hag evfomb kufrere,
« Ha roomb d’an diaoul braz, ha person ha kure ! »


X.


Pa glewas ker bras trouz, savas war he ilinn
Armor, hag a laras : — « Arzur ’so digweset ?
« Kasset ’c’heus kuit ar Saoz ? Dishunvnet è Marzinn ? »
— « Nann ! med eur roue koz hon eûz ni dibennet !
« Brezell d’ar pinvidik ha d’an dut a iliz !
« Da veint krouget dre-holl, heb truez en neb ghiz ! »


XI.


« Allas ! allas ! me-z-han, ’n eur leuskel eur c’hlem bras
« Petra ’so c’hoarveset en drò-ma ’bars en Breiz ?
« Malloz war noc’h, malloz ar stered, ar mòr glaz !
« Kollet è Breiz-Izel, na mar d’è marw ar feiz !
« Kouskomb c’hoas bloawesio, kant, ha kant goude c’hoas
« Mar tânet an iliz, ha mar tôret ar groaz ! »