Pajenn:Luzel - Armor ou Napoléon III en Bretagne, 1864.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —


VI.


’Wechou eur plac’h iaouank, o tònt a bardònan,
War-drò an abardeiz, goude an heol kuzet,
Dre ar wènôjenn voan a dremen o kànan
Eur zòn, d’eur bennherez gant-hi dousik savet :
Ma lamp kalon Armor, hag ma wel ar pardon,
An tanted, an dansou, hag ar zòner o sòn.


VII.


Eûnn deiz, a vagadou, ha leûnn a levenez,
E tremen kalz a dud, ha paotred ha plac’hed,
O vònt ouc’h tu ar mor. — « Petra ’so a nevez ?
« Ar Saoz en Breiz-Izell marteze diskennet ? »
— « Nan, nan ! an holl bobl-se ez ia trezeg pell-brò
« Du glask pinvidigez, da glask aour ha màdo ! »


VIII.


Gant eûnn huanad braz Armor a n’em astenn
En fons hi vez meinek ’n daero ’n hi daoulagad,
Ar maro ’n hi galon, hag a larr gant ankenn :
— « Allas ! pe-lec’h kaout breman eur gwir Vreizad ?
« N’è ket digwezet c’hoas an amzer dioûganet,
« Ha n’è ket ar re-se an dud gan-in klasket ! »