Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
PLAC’HIK EUSSA
————
DA VA MERC’H KARET, FANNI AR SKOUR
————
In te, Domine, speravi.
War don : En deiz kenta euz a viz du,
Tisken ar Zaozon enn dour du. (bis.)
Enn enez Eussa, eur plac’hik
Iaouank, fur, koant ’vel eunn elik, (bis.)
Iaouank, fur, koant ’vel eunn elik ;
He hano voa Kaourintinik. (bis.)
Siouaz ! ne oa ket pemzek vloaz,
Ar plac’hik a zouge he c’hroaz. (bis.)
E-c’harz ar mor, war eur garrek,
Kaourintinik wele dourek. (bis.)
A greiz he c’halon, he fedenn
A zavas d’ann env evel-hen : (bis.)