Pajenn:Lescour - Telenn Remengol.djvu/200

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Pemzek-kant vloaz a zo aboe ma’z eo maro Gralon ; hag ar Vretoned, bepred tud a feiz hag a galon, ho deuz c’hoaz sonj euz ho roue koz hag euz he vignon, sant Gwenole. Mac’h anavesfent gwelloc’h histor ho bro gaer, paz’ eont da zul ann Dreinded da bardon Remengol, ha pa welont mor braz Douarnenez, Mene-Homm, Landevennek, ha tour huel iliz burzuduz ann Itron Varia Remed-holl, e lavarfent, ann daelou enn ho daoulagad, enn eur vale gant resped war douar ar zent hag ar rouane :

« Braz ar burzudou a zo bet,
» Ebarz ann amzer dremenet ! »



Braz ive ar burzudou a ra c’hoaz hirio ann Itron Varia Remengol, e kever ar Vretoned, dreist-holl e kever ar belerined a deu bemde d’he gwelet, aliez euz a bell bro, ha kalz anezho diarc’henn, hag e korf ho roched. Ar vinored dilezet, ann intanvezed paour, ar beorien noaz, soudarded Breiz-Izel e-kreiz tan ar brezel, ar vartoloded war ar mor braz kounnaret, ann holl dud glac’haret a gorf, a galon, a spered ; darn enn ho foaniou, darn enn danjeriou, darn all enn dizesper, hag holl war gwele ar maro ho deuz sonj euz ho mamm vad ; aliez e lavaront d’ezhi, gant karantez ha fizianz enn he galloud hag enn he madelez :


« Gwerc’hez vad Remengol, Patronez Breiz-Izel,
» Pedit evid-omp, hirio, ha pa rankimp mervel ;
» Pedit evit Breiz-Izel, evit ar Vretoned,
» Ho deuz ho karet, ho kar hag ho karo bepred. »