Pajenn:Lescour - Telenn Remengol.djvu/198

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

lec’h ma skuiller ar gwad da Deutates, e skuillo mamm ar gwir Doue he grasou war Vreiz-Izel. »


Gralon a zalc’haz mad d’he c’her, ha beleien ar baianed o veza en em zavet, pa weljont dispenn templ ann doue faoz Teutates, ar roue kristen ho zrec’haz, e kever Argol, e penn ar Vretoned gounezet da Jezuz.

Goude beza gret he bedenn war Mene-Homm, ar roue Gralon a heuliaz Gwenole da abati Landevennek , savet gant-han eunn nebeut bloaveziou kentoc’h. Diarok kement-se, enn devoa c’hoaz roet he balez, e Kemper, da zant Kaourintin, enn devoa torret be naoun d’ezhan ha d’he dud, gand eunn tamm deuz be besk biban. El lec’h ma voa neuze ar palez-ze, ema brema iliz kaer katedral Kemper.

Gralon a dremenaz e Landevennek ann dilerc’h euz be vuez, enn eur binijen galet, hag aliez e karie mont, gant he vignon ker, da Remengol da bedi evit he bobl ann Itron Varia Remed-holl. Beza en devoe ann eur-vad d’he gwelet brudet braz e pevar c’horn Breiz-Izel, hag vervel etre divrec’h sant Gwenole, e Landevennek, e kinnige he ene da Zoue, enn eur lavaret, gant fizianz :


« Itron Varia Remengol,
» Mirit ouz-in na z-inn da goll !
» Pedit ive ho map Jezuz,
» Ma vezinn gant-han evuruz ! »